Sol (moneiz Perou)

Sol (moneiz Perou)
Pezh 50 santim eus 2019
Pezh 50 santim eus 2019
Kod ISO 4217 PEN
Implijet e Banniel Perou Perou
Monc’hwezh 2.29%
Andon [1] miz Genver 2014
Rannadur
1⁄100 santim (céntimo)
Arouez S/
Plural soles
santim (céntimo) santimoù (céntimos)
Pezhioù
Implijet alies 10, 20, 50 santim,
S/1, S/2, S/5
Implijet ral 1, 5 santim
Bilhedoù
Implijet alies S/10, S/20, S/50, S/100
Implijet ral S/200
Bank-kreiz Bank Kreiz Mirout Perou
Lec'hienn www.bcrp.gob.pe
Mouler Perum Peruri[2]
Lec'hienn www.peruri.co.id
Ti ar Moneiz Ti Broadel ar Moneiz (Casa Nacional de Moneda)

Ar sol eo moneiz Perou (liester e spagnoleg: soles; arouez voneiz: S/)[3] . Rannet eo e 100 santim (céntimo). Kod ISO 4217 ar moneiz eo PEN.

Ar sol en deus kemeret plas an inti, moneiz kent Perou, e 1991, hag an anv a ra dave d'ar moneiz a oa implijet er vro etre 1863 ha 1985. Dont a ra an anv eus al latin solidus, ha talvezout a ra sol kement hag "heol" e spagnoleg. Ur c'hendalc'hegezh a zo gant an inti eta, peogwir e oa anvet diwar Inti, doue an Heol evit an Inkaed.

Pa oa lañset e 1991 e oa anvet nuevo sol ("sol nevez") ent-ofisiel, met d'an 13 a viz Du 2015 e voe divizet gant Kendalc'h Perou adenvel ar moneiz sol end-eeun.[4][5]

  1. (en) "6 Percent GDP Growth And The Lowest Inflation Rate In Latin America: Peru In 2014" (14 a viz Genver 2014). 
  2. (id) Peruri Cetak Uang Peru, Dibayar Rp255 Miliar, lec'hienn CNN Indonesia, 23 a viz Meurzh 2022
  3. "La moneda peruana tiene un nuevo símbolo: desde ayer es S/ no S/. según BCR" (6 a viz Genver 2016). 
  4. "Moneda peruana cambiará de nombre de "nuevo sol" a "sol"" (3 a viz Du 2015). 
  5. "Desde ayer la moneda peruana se llama "Sol"" (16 a viz Kerzu 2015). 

Developed by StudentB